Emgav gant tud Kuzul ar Brezhoneg a ginnig deomp al levrioù nevez embannet gant an tier-embann brezhonek.

Demp d’an aod vev hudu, da heul Davy Jaouen, ul levr embannet gant An Alarc’h Embannadurioù.

Hudu e vo lakaet ar gaoz war un danevell gant Petros Markaris, troet diwar ar gresianeg gant Alan Botrel, hag embannet gant An Alarc’h. Un danevell o c’hoarvezout en Istanboul e Turkia er bloavezhioù 50 e-metoù ar gumuniezh c’hresian, da-geñver un darvoud istorel nebeut anavezet.

Magali Baron a gomz deomp deus Viktor, ar bugel gouez. Ul levr skrivet gant Marie-Hélène Delval, tresadennoù gant Sacha Goerg, troet e brezhoneg gant Mark Kerrain.

E 2016 e oa deuet maez gant Kristian Braz un torkad danevelloù a oa aet priz Langleiz gantañ… Dont a ra skrivagner ar Fouilhez war e giz gant un eil dastumad, embannet gant Al Liamm. Ha kazi sur e plijo ivez d’an dud al levr-mañ.
Ur beajer eo Kristian Braz hag ur blijadur eo mont d’e heul, pe vefe betek Berlin da vare ar Perestroika, Dulenn e-pad ar reuz bras hag ar bombezennoù, pe c’hoazh war un enezennig a Vro-C’hres…
Emgav hudu evel kustum, gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg a ginnig deomp an oberenn…

Hudu emañ Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg o vont da gontañ hiroc’h deomp diwar-benn Emgann an tan, gant Goulc’han Kervella, ul levr embannet gant Embannadurioù An Alarc’h.

Hudu e vo lakaet ar gaoz war ul levr graet gant Jo Tangi evit dastum gouiziegezh diwar 100 plantenn ordinal e Breizh, en Arvor hag en Argoad.

« Ar re vrizhellet », ur romant nevez deuet maez gant An Alarc’h Embannadurioù. Un droidigezh kaset da benn gant Herve ar Beg, ur vouezh anavezet mat gant selaouerien ar radioioù brezhoneg…hag ur bluenn ivez, da dreiñ oberenn ar skrivagner deus Iwerzhon, Hugo Hamilton. Pennad-kaoz gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.

Hudu e vo lakaet ar gaoz war ur romantig anvet « ar gelaouennerez », embannet gant An Alarc’h, troet gant Rhisiart Hincks, bet desket brezhoneg gantañ pell zo hag e-skeud deskiñ iwerzhoneg en deus divizet treiñ levr brudet Michelle Nic Pháidín.

Emgav bremañ evel bep sizhun gant tud Kuzul ar brezhoneg da gomz deus levrioù nevez deuet er maez… Hudu e vo komzet deus ur romant gant Mich’ Beyer, ur skrivagnerez deus Douarnenez a embann traoù ingal abaoe un toullad bloavezhioù.

War un adembannadur e vo lakaet ar gaoz hudu. Hini ur vojenn gozh adbizitet dre ur romant kaer gant Yeun ar Gow deus Pleiben. Unan deus ar gwellañ skrivagnerien zo bet e brezhoneg hervez kont. Displegadennoù er gronikenn Barzhaz gant Magali Baron, deus Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon.

Magali a gomz deomp hudu deus ul levr evit ar vugale adalek 4 pe 5 bloaz, nevez deuet er maez gant Embannadurioù an Alarc’h, Gwezenn ar Vuhez.

Esben hag ar sorserez, ul levr fardet gant an ti-embann Sav-heol, ur gontadenn deus Danmark lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, gant notennoù yezhadur e-leizh da sikour ar re a zo o teskiñ ar yezh.

Al levr da glevout, lennet gant Mark Kerrain, a gavfet war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg.

Blev ar Bretonezed, sell aze danvez ur romant berr skrivet gant Erwan Hupel, kelenner brezhoneg e skol-veur Roazhon 2.