Gant an nevez-amzer e teu c’hoant d’an dud o deus un tamm liorzh d’ober un tamm kempenn d’o zachenn ! Met n’emañ ket ar c’houlz ken da grennañ an drilh na da zivarrañ ar gwez a zo war ar girzhier koulskoude. Peogwir emañ da vat an evned oc’h ober o neizhioù er mare-mañ !

Reiñ peoc’h d’an natur adalek kreiz miz Meurzh ha betek fin miz Gouere da vihanañ, setu an ali a vez roet gant Lig Gwareziñ an Evned bep bloaz.

Tuet eo an dud da douzañ pizh o letonenn kerkent ha deuet an deizioù kaer kentañ… Met se n’eo ket un dra vat evit an evned, ar gwenan, an amprevaned, ar bronneged bihan hag an añfibianed ! Hiroc’h gant Jakez an Intañv deus ar gevredigezh War-dro an Natur. Bet oa Tomaz Laken o welet anezhañ ba kreizenn c’hlas ar Palakred, war gumun Sant-Laorañs, e Bro-Dreger, e bord ar Yeodi…