Jean-Daniel Bourdonnay a zo chom e Tregorn, ‘kichen Groñvel. Ur gwenaner eo, gounit a ra mel, pollen ha propolis ivez. Dibabet ‘neus da rannañ ganeomp e soñj diwar-benn ur blantenn a blij kalz dezhañ met ivez… d’ar gwenan evel just… Ar c’hoad kanoù (pe koad kelvez) ! Selaouit ta !

« Ur plantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant da skoazell Florie oc’h adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe laouen! Setu he fostel : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h!)

« Ar blantenn-se a zo koad kelvez. Koad kelvez ‘vez lâret ba’ Kerne Uhel dre vras. Met ba’ Tregorn, aze, meump ur vilajenn a vez graet « botkanoù » deusi. Ha « botkanoù » a zo « bod kanoù », ha « kanoù » a zo ur poz pourlet ‘vit kelvez. Neuze aze ba’ Kreiz Breizh gwel’ a rit meump mesket un tamm hon brezhoneg etre re an Hanternoz, re ar Su, ba’r gwask ‘maomp un tamm bihan kwa.

Plijout a ra din ar blantenn-se peogwir eo ur blantenn ‘m eus bet gwelet ma zad labourat ganti pa oan bihan. Hag evit an deizioù e ran ivez un tamm klask dour ha labourat war an energiezhioù ivez. Ha gant ar c’hoad-se zo voaien tapet ur forc’h, ha gant ar forc’h-se zo voaien mont da c’haloupat ar maezioù ‘vit klask dour kwa. Stêrioù dour zo ba’n douar hag evit toullañ puñs kwa. Se zo bagetennoù ‘vez graet deus se, fiñ un tamm bihan ‘m eus kwa. Hag ur spont ‘oa gwelet ma zad pa oan bihan oc’h ober-se peogwir hennezh ‘noa daouarn labourer-douar ha daouarn kalet hardizh, ha ma jav ‘neus soñj mat deus hemañ. Ha hennezh ‘noa graet, ‘noa klasket dour ur wech dirazon, ha ken ‘noa startet ar c’hoad, ar blusk zo aet kuit ‘barzh e daouarn kwa. Ken kreñv a oa ar forc’h o lakaat he beg ba’n douar ‘vit lâret ‘oa dour dindan e dreid kwa.

Hag ar blantenn-se evit ar Gelted zo a-bouez ivez peogwir homañ eo plantenn, peseurt mod… an « hir-gouiziegezh » ‘lârfen, da lâret eo klask goût petra a c’hoaverzo war-lerc’h, ha klask goût, « divination » e galleg. Ha sañset pa vez devet un tamm deus ar c’hoad-se a zo aestoc’h mont da veajiñ ‘barzh ho soñjoù. Ha sklaeroc’h ‘vez an traoù war-lerc’h kwa. Met ret eo, evidon, krediñ ‘ran a-walc’h gant-se, ar gwez zo kad da gaozeal dimp. Pas gant o beg, met gant… ma vez tremenet un tamm amzer ba’ treid ur wezenn a mod-se, n’em lakaat ‘barzh ur serten stad aketus a-walc’h, prest da selaou ar pezh ‘neus lâret, hag ar pezh zo da lâret dezhañ, dezhi ivez, aze zo voaien klask, fiñ zo voaien kaout titouroù evit ar pezh ‘peus c’hoant goût kwa.

Hag ouzhpenn deus se ‘vit ar gwenan, ar wezenn-se a zo a-bouez ken-ha-ken peogwir ur wech eo echu melad, melad an iliav, ba’n diskar-amzer, leun-chouk eo ar ruskenn gant iliav, ha gant pollen iliav ivez kwa.

Ha gant-se ma ‘peus c’hoant, sañset ‘vez tremenet ar goañvezh gant-se kwa. Met pa ‘vez afer adstagañ ar re vihan gant pollen. Pollen zo kig ar gwenan ma ‘peus c’hoant kwa. Ha sukr neuzen, pe mel kentoc’h a zo sukr ivez, a zo energiezh ‘vit ar gwenan kwa. Ha koad kanoù ‘giz-se eo an hini gentañ (*goude an haleg ?) o tifoupañ bleud-bleuñv ‘mod-se. Neuzen ‘vidomp-ni saverien gwenan eo a-bouez kaout gwez ba’r mod-se tro-dro d’ar ruskennoù evit komañs mat ar prantad ma ‘peus c’hoant kwa. Ha setu, aze ‘oa ma istor gant koad kanoù. »

Geriaoueg :

koad kelvez / koad kanoù = noisetier
iliav = lierre