A-benn un tamm amzer emichañs e vo moaien deoc’h gwelet ha klevet abadenn nevez Annie Ebrel. En em lakaet eo kanerez kreiz Breizh war un dro gant Ronan Pellen, Daravan Souvanna ha Clément Dallo da ginnig deoc’h un arvest kaer war dro da vuhez Anjela Duval. « Lellig », sell aze anv an abadenn-se, diwar ur varzhoneg a-bouez e-mesk oberenn fonnus barzhez Traoñ-an-Dour…

Production : Lenn Production