Pennad-kaoz er Faoued war-dro da sujed al lastez. Aodren Trehin zo en karg da gelaouiñ an dud war ar mod da zibab ha da vihanaat al lastez war dachenn Roue Morvan Kumuniezh. Ur gumun warn-ugent ac’h a d’ober ar vro velestradurel-se, parrezioù e tu gwalarn departamant ar Morbihan, war-dro da C’hourin, d’ar Faoued ha d’ar Gemene…

Stummadurioù berr a vez aozet gant Roue Morvan Kumuniezh a-benn deskiñ ober war-dro d’e vern teil, deskiñ tennañ e vad deus ar plouzañ, deskiñ tammoù traoù evit jardinat gant ar spered « zero-lastez ». Gwerzhañ rotelerioù marc’had-mat a vez graet e-skeud ar stummadurioù-se ivez.

Kentañ gwech e vo an emgav ba Laoulan / Langoelan a-benn ar meurzh 30 a viz Meurzh adalek 5e goude kreisteiz…

Un abadenn all a vo gant Terhao, « Jardinage zéro-déchet / zéro-phyto », er stal-liorzhañ Point Vert er Gemene, etre 8e30 ha kreisteiz, d’ar Sadorn 27 a viz Meurzh