Adlañset omp evit ur bloavezh nevez a gronikoù diwar-benn al levrioù brezhonek nevez embannet ! Gant sikour Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg, e Lannuon !

Setu un torkad marvailhoù marellet, a liv gant hengoun ar c’hontadennoù all en Europ hag er bed… Met tennet aze deus ar sevenadur kaset dre gomz e Kerne-Izel a rumm da rumm… betek divskouarn ha spered Yann Gwilhamod, deus Ploveilh er vro C’hlazik. Un oberenn embannet gant an ti-embann Al Liamm e 2020.

E-barzh ar gronikenn Barzhaz e vez kinniget deoc’h al levrioù brezhonek nevez deuet er maez ! Ha kement-se e kompagnunezh Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg, e Lannuon.
Hudu e vo lakaet ar gaoz ganti war ul levr savet en iwerzhoneg da gentañ penn ha lakaet e brezhoneg gant rener an ti-embann Al Lanv.

Ur rumm levrioù evit ar re vihan kinniget gant Yael ar Gow hag an ti-embann Sav-Heol. Avañturioù pemdeziek ur plac’hig digourdi anvet Lili…

Marteze ho peus bet lennet romantoù Youenn Drezen. Marteze a-walc’h ec’h anavezit Intron Varia Garmez, Skol Louarn Veig Trebern, An dour en-dro d’an inizi peotramant c’hoazh Sizhun ar breur Arturo…
Met kazi sur n’ho peus ket bet digarez da lenn danevelloù diwar zorn skrivagner meur ar Vro-Vigoudenn.
Setu un dastumad evidoc’h neuze, a vo kavet enni danevelloù bet embannet pell zo ha strewet e-barzh meur a gelaouenn pe gazetenn : Le Courrier du Finistère, Sav, Gwalarn, Al Liamm.
« Pellgent loc’h Laoual », un strobad skridoù hag en o-mesk ivez danevelloù embannet evit ar wech kentañ…

« Kaour ar Barzh, Galeour », sell aze anv levr nevez Fulup Lannuzel. Ul romant embannet gant Al Liamm.
War-lerc’h danevelloù al levr « Koroll an dasorc’h » e kinnig deomp un oberenn istorel a dremen e-kerzh mare kriz an Dispac’h gall hag ar Sponterezh…

Ur splujadenn e-barzh bed an agro-industriezh e Breizh hag e-barzh birvilh politikel ar bloavezhioù 1970. Charlie Grall, an oberour, a ginnig deoc’h mont da heul Lanig Kervilzig e-pad un devezh labour en un ti lazhañ moc’h ! Hiroc’h gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg, diwar-benn « Un devezh labour e ti Pêr Moc’h »…

Ul levr troet e brezhoneg n’eus ket pell zo : « An urzh-paeañ » a oa bet skrivet gant Ousmane Sembène er bloavezhioù 1960. Troet eo bet e brezhoneg gant Aline Gleoneg hag embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.

Chal ha Dichal, un dastumad barzhonegoù skrivet etre 1931 ha 1939 gant Roperzh ar Mason, skrivagner bet ganet en Oriant. Bet eo adembannet nevez zo gant Mouladurioù Hor Yezh. Etre tristidigezh an Tre ha levenez al Lanv, e kan Roperzh ar Mason ar pezh en deus kavet a vraventez er bed, er vuhez pemdeziek, en e diegezh, en e vicher ofisour a vor.

Setu deuet er-maez ul levrig ouzhpenn eus ar rumm oberennoù troet gant Mark Kerrain hag an ti-embann Sav-heol diwar-benn avañturioù Ran hag e veuriad er Ragistor.

Ul levr evit kemer plijadur o lenn, evit ar vugale etre 6 hag 8 vloaz tamm pe damm. Gant tresadennoù kaer ha farsus, gant un istor vrav ha tammoù c’hoarioù e fin al levr.

« Inosant », ul levrig skrivet gant Paskal Hervio evit ar grennarded. Un istor he deus plijet kalz da Vagali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg !

Komedian, stummer, troer, skrivagner… C’hoari a ra Jil Penneg war meur a dachenn. N’eus ket pell zo oa deuet er-maez ul levr nevez gantañ, « Koktel ar vuhez 2 », da heul ul levr kentañ embannet e 2020. Petra zo e-barzh ar c’hoktel-se ? Danevelloù buhez, buhezioù a bep seurt gant tud dirollet a-walc’h, istorioù farsus ha kriz war un dro… kinniget aze gant Magali Baron, deus Kuzul ar Brezhoneg.

Sell aze ul levr nevez embannet gant an Alarc’h Embannadurioù en dastumad « Teñzor ar brezhoneg ». Ul levr pinvidik diwar-benn brezhoneg enez Molenez…kinniget evel kustum gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.

Div ran klakenn ha torr-penn a zo en em silet e-barzh arc’h Noe e-mesk al loened all !
E-pad an deiz e kanont kanaouennoù pout hag e reont farsadennoù droch ken eo arru tremen skuizh al loened all gante… « An div ran a oa bras o beg », ul levr brav ha fentus hardî, embannet gant SAv-heol ha kinniget gant Magali deus Kuzul ar Brezhoneg…

Ul levr evit ar vugale adalek 5 bloaz, « Sekred ar roc’h zu », gant Joe Todd-Stanton, troet e brezhoneg gant Tifenn Merien hag embannet gant an ti-embann Timilenn…