Diwar ar 100 miliard a euroioù lakaet gant ar Stad-c’hall da adlañsañ an ekonomiezh e vo roet 3 miliard evit sikour kumunioù zo da chom bev. Kement-se adalek ar bloaz-mañ betek ar bloaz 2026. Ar programm a c’hallfe reiñ an tu d’an dilennidi da gas un tamm brav a labour da benn e-barzh kumunioù hag etrekumunioù e-lec’h zo nebeutoc’h evit 20 000 a dud o chom. Ar sikourioù-se a c’hallfe bezañ ur rekour evit un toullad parrezioù sañset
bezañ kumunioù « kreiz », en o broig.
Ur mil kumun nemetken a vo sikouret gant ar programm er Frañs ha kant teir farrez ha tregont war Breizh 5 departamant. Peder farrez o deus bet ur man(n)iad war dachenn GPA, da lâret eo Tolpad kêrioù Gwengamp ha Pempoull…
War « lost » GPA, sa kreiz Breizh, emañ kêr Gallag e-barzh an taol.
Un dra vat evel-just hervez an aotrou maer, Jean-Yves Rolland.