RADIO KREIZ BREIZH

102.9 Mhz - 106.5 Mhz - 99.4 Mhz

Maelle Ausias

Istor bev : peseurt liamm gant an istorourien ?

An adsavadennoù istorel a c’hoari mareoù istorel resis.

Festival Brulu

E Sant-Riwal e vo aozet ur festival anvet Brulu d’an 28 ha 29 a viz Mae.

An 8 a viz Meurzh

Ur gronikenn diwar-benn an 8 a viz Meurzh.

An diforc’hañ

Votet eo bet gant Parlamant Bro-C’hall ar gwir da ziforc’hañ 14 sizhunvezh.

Pennad-kaoz ar sizhun : ar Gouren

D’an 19 a viz Meurzh e oa ur genskrivadeg etredepartamant Gouren e Gwengamp

Serr’Party – gouel ha stourm

Ur reportaj er Serr’Partye Rostren d’ar sadorn 14 a viz Mae.

Yannick Jaulin ha pinvidigezh ar yezhoù

Yannick Jaulin a teu deus bro Vendée, lec’h vez komzet ar parlanjh.

Les Voyages Sonores – Mai 2022

Noueau lot de découvertes ce mois-ci avec des talents locaux comme ceux de Malody’s Echo Chamber ou Degiheugi, mais aussi des artistes venus d’ailleurs comme l’Ukrainien Plum Juici, la chanteuse sud-africaine Kali Mija ou la néo-zelandaise Samara Alofa. Mon coup…

Poltridi Ty films

Peder sevenourez a zo deuet da Velioneg evit filmañ poltridi tud o chom eno.

Mar’mousse : Kav ha bier e Plerin

Ur pennad-kaoz gant Tudwal Girard, e penn an ostaleri Mar’mousse, diwar-benn istor ar stal ha pezh ‘vez graet gante.

Pennad-kaoz ar sizhun : Hannoio lec’h Breizh Izel

HLBI, Hannoio lec’h Breizh Izel, gant ar pal embann 39 levrenn gant doareoù lâret, istor ha kartennoù un 60 000 anv lec’h bennak.

U-Talk, un applikasion da glevout brezhoneg

Talwyn Baudu, Bleuñwenn Konan hag Azenor Kallag o deus troet an arload, applikasion, U-Talk evit deskiñ yezhoù e brezhoneg.

Abadenn stajidi radio Gwengamp

6 stajiad.ez a heul ur stummadur 6 miz diwar-benn ar radio : Rose, Maï, Julia, Rosalie, Anton ha Klemañ.

Denez Prigent – Nevez-hañv ar barzhed

Denez Prigent en deus lennet barzhonegoù diwar-benn an natur bet skrivet gantañ d’ar sul 27 a viz Meurzh e Larruen.

Kroaz Raden

Bet eo Caroline Trouillet d’ober un tamm enklask war un davarn kozh lec’h vize festoù-noz e Pellan : Kroaz Raden.

Pennad-kaoz ar sizhun – Ar CIAP

Ur stummadur a zo bet lakaet e plas pemp bloaz ‘zo anvet CIAP : Coopérative d’Installation en Agriculture Paysanne.

Pennad-kaoz ar sizhun – Degemer migranted yaouank

Abaoe eo bet trec’h an tu kleiz e dilennadegoù departamant o deus ar c’hevredigezhioù ar spi e vo aesoc’h degemer ar migranted minor.

A-ramp war’r gomz – gant Distro ar Gwennili

Kronikoù diwar-benn ar barzhoniezh : Distro ar Gwennili, ur fanzin gant barzhonegoù skrivet gant merc’hed yaouank deus ar vro.

Psikologiezh – gant Clément Guillanton

Ur gronikenn gant psikologourien ar vro evit kompren gwelloc’h o micher ha bed ar c’hleñvedoù spered.

Veronique Bourjot – A-raok ar glav

Veronique Bourjot war eeun e studio RKB evit he fladenn nevez : A-raok ar glav

Feulster medisined ar merc’hed

Ur vedisin e penn ur servij e ospital Tenon a zo bet tamallet gant meur a vaouezh bezañ bet gwallet ha gwallgaset anezho. Gwallet en deus anezho dre arnodennoù feulz hep goulenn o c’honsantamant.
Anne Koadig a zispleg deomp penaos ha…

Ar 25 a viz Du

Ar 25 a viz Du eo devezh ar feulster graet d’ar merc’hed, ‘blam int merc’hed, en enor d’ar c’hoarezed Mirabal bet lazhet an devezh-se.
Mes deus peseurt feulster e vez komzet ? Petra eo ar sifroù hag efedoù ar feulster war…

An disingalderioù gopr

Penaos eo savet da vat an disheñvelderioù gopr a zo etre ar merc’ehd hag ar baotred e Bro C’hall hag e Breizh ?

A-ramp war’r gomz – gant Yann-Ber Piriou

Yezhoù ar vugale

Yann-Ber Piriou, kelenner ha skrivagner, a zifenn ar brezhoneg mes ivez pinvidigezh an holl yezhoù deus an holl pobloù. Kelenner war ar saozneg, skrivagner e brezhoneg hag e galleg, komz a ra deomp deus e liamm dezhañ…

A-ramp war’r gomz – gant Liliane Thoraval ha Louis Jacques Suignard

Kronikoù diwar-benn ar barzhoniezh : peseurt liamm a oa gwechall etre an dud hag ar barzhoniezh, penaos e ra vat d’an nen lenn barzhonegoù…

Pennad-kaoz ar sizhun – Modkozmik

Louri Derrien, Yann-Ewen L’haridon ha Clément Dallot deus ar strollad Modkozmik a gas ar selaouer.ien.ezed war o flanedenn.

Aux deux bouts de la terre

Elen hag Aurélie Le Maître a zo genidik deus bro Rostren. Kroget neuint un oberenn diwar-benn an hent-tizh nevez savet e Rostren.

Vonig Fraval hag he gloan givri – Mohair Breizh

Vonig Fraval a zo desaverez givri angora. Gant o blev e vez savet gloan mohair.

4 € ar c’hilo levrioù evit Diwan

Foar al levrioù eil dorn skol Diwan Gwengamp a zo staliet etre an 10 hag an 19 a viz Kerzu 2021. Jerom Olivri deus mikro Anton Burel.

Kelaouenn Glaz

Ur gelaouenn nevez a zo deuet maez : Glaz. Fotoioù brav ha pennadoù war al loened hag an natur. Gerard Gwen, en deus skrivet ur pennad war an dour.

Bodadeg dirak prefeti Sant-Brieg da zifenn ar re dibaper

Ur bodadeg a zo bet d’ar 17 a viz Du a-enep da nivereladur an doseroù er prefetioù, dreist-holl evit ar re dibaper. Pierre Beaugendre a zo ezel deus Meskaj.

Kengred gant Kabili

E miz Eost 2021, 20 00 devezh arad a zo bet pulluc’het e tanioù bro Kabili. François Salliou en deus savet ur gevredigezh da sikour anezho.

Harz labour er vediaouegoù

Un harz labour a zo bet graet gant gopridi mediaouegoù Bro Dreger d’ar merc’her 10 a viz Du.

Skolajidi ha rezistanted

Skolajidi an trede klas e skolaj Plijidi a zo bet e koad Malouen, lec’h ma oa staliet rezistanted da dapout fotoioù war bezañs an ezvezañs.

Pennad kaoz ar sizhun – Pladenn Dastum war bro Pourlet

Emañ Dastum o embann ur bladenn nevez diwar benn Bro Pourlet hag ur gouel a vo d’ar 13 a viz Du. Christian Rivoalen, goprad e Dastum.

Baleer bro

Un abadenn nevez a zo bet krouet diwar-benn Fañch an Uhel gant Jean-Luc Thomas, Gabriel Faure ha Kaourantin Davay, anvet eo Baleer Bro.

Pennad kaoz ar sizhun – Atelieroù kenasentiñ e Lise Diwan Karaez

Penaos cheñch penn d’ar vazh war an darempredoù paotr-plac’h ha war ar c’henasentiñ ? Dre an deskadurezh ! Atelieroù ‘zo bet e Lise Diwan Karaez.

Un devezh kenskoazell gant bro Palestine

Jeannot Flageul, deus Frañs Palestina Kenskoazell, a gont programm degemer palestinianed deus kamp repuidi El Arroub e Kreiz Breizh d’an 30 a viz Here.

Pennad kaoz ar sizhun – Tavarn kevredig Kallag

Un davarn nevez a zo bet digoret e Kallag, Les Pieds dans l’plat hec’h anv. Sahel a gas ac’hananomp d’ober un tamm tro deus al lec’h.

Dibenn-sizhun liested an natur e Kergrist-Moeloù

Atersadenn Marie-Laure Groix, a youl vat e kevredigezh Cicindèle a aoz an dibenn-sizhun ha Roland Mogn, bet o kas ur c’honfereñs war ar plant.

Pennad kaoz ar sizhun – Simon Jadé

Simon Jadé, teknikour war an endro e Lannuon Treger Kumuniezh a zispleg deomp penaos e vez prenet ha gwarezet tachennoù nevez.

Nac’h ar falc’herien da reiñ o ADN

D’al lun 20 a viz Gwengolo eo bet galvet pevar falc’her da reiñ o ADN goude bezañ bet kondaonet da vezañ livet bidonioù Round Up : Jil Killevere.

Kelc’h lizher ar c’helenn dre soubidigezh

Yannick Kerlogot, kannad la République en Marche e Aodoù an Arvor, diwar-benn ar c’helc’h-lizher a vo skrivet war ar c’helenn dre soubidigezh.

Bodadeg e Gwengamp diwar-benn an uzin eoged

150 den a oa er vodadeg publik e Gwengamp evit komz diwar-benn an uzin eoged a vefe staliet e Plouisi. Jean Brichet a oa eno.

© 2022 RADIO KREIZ BREIZH — 02 96 45 75 75 — Haut de page ↑


48 rue Olivier Perrin 22110 ROSTRENEN // Ti Ar Vro - 3 Place du Champ au Roy 22200 GUINGAMP

Conception www.tryptyk.fr Mentions légales