Hent 164 a zo o chench evit bezan un hent tizh. Ur sapre chanter neuze, e kreiz ar parkoù. Au deux bouts de la terre, a zo anv un oberenn nevez deuet maez tro-dro d’ar chanter-man.

Aurélie Le Maître, a zo arzourez ha labouret he deus dija war oberennoù ‘zo er vro diazezet war sonjoù an dud war tra-man-tra, gant ar raktres Metalocaux da skouer pa oent bet o atersin an dud e Rostren hag e karterioù Sant-Brieg.

Kinniget he deus d’he c’hendervez Elen Le Maître dont da sevel an oberenn ganti.
Moaien ‘zo deoc’h heuliañ anezho war o bajenn Facebook.