Ty films a zo ur gevredigezh staliet e Melioneg hag a ginnig bep bloaz, e fin miz Even, festival an teul-filmoù. Pouezus eo evit ar gevredigezh-mañ digeriñ bed an dokumenterioù d’an holl. Abaoe 2013 e vez digoret ar festival gant poltridi tud o chom e Melioneg ha sevennet gant sevennourien yaouank. Ar poltridi-mañ o deus o pouez er festival, gortozet int, peogwir vênt fromus dre o stumm ha dre ar fed e vefe un doare nevez da anvezout e amezeg.ez. Noémie Lainé ha Justine Morvan a zo e-touesk ar pevar sevenour bet choazet gant Ty films evit sevel ar poltridi. Pa erruont e Melioneg d’ar sadorn da noz, n’o deus titour ebet diwar-benn an den a vo graet e poltred dezhañ nemet e oad, hag e anv.