Pedet eo an dud a-du gant an emrenerezh da zont da Garaez disadorn. Evit un emgav aozet gant ar gevredigezh Bretagne Majeure ha soutenet gant Pour une Bretagne Autonome, ur strollad bodet ennañ tud gant mennozhioù politikel liesseurt.Unan eus palioù ar vodadeg a vije bet dastum pennoù bras ar strolladoù politikel o doa votet un het evit an emrenerezh e kuzul Rannvro Breizh e miz Ebrel tremenet. Met un tamm « couac » zo bet, hervez Kristian Troadeg, a zo e-mesk aozerien kollok disadorn. Un trakt bet dasparzhet e fin miz Here da goulz Gouel levrioù Karaez a lâre e teuche un toullad brav a zilennidi-rannvro da Garaez da brezegenniñ d’an 19 a viz Du…na bout ne oant ket bet pedet tout ez-ofisiel c’hoazh ! Ha graet souz-adreñv gant meur a hini anezhe p’o deus gouveet e oa bet lakaet o anv war an trakt hep goût dezhe… Met daoust da se e vo deus bodadeg Karaez memes tra, a lavar deomp Mathilde deus ar strollad dizalc’hour Douar ha Frankiz

Etre 9e hag 1e30 goude kreisteiz e tremeno an traoù ba sal Glenmor Karaez.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken