O tielfennañ respontoù ar gevredigezh Gall da anv Elisabeth Borne da gentañ Ministrez e c’hellomp prederiañ aeset war plas ar merc’hed hiriv an deiz er politikerezh.
Gant Anne Koadig.

Digoradur

Gwirioù ar merc’hed

Evit gellout kaout ur galloud politikel eo ret kaout gwir da votiñ ha da c’houde gwir da vezañ dilennet. Hag alies mat e vez ankouaet eo ken nevez ar gwir da votiñ evit ar merc’hed. Hag eo hir an hent da c’houde evit kaout ur plas el lec’hioù galloudus.

Plas ar merc’hed e bed ar politikerezh

Ur wezh eo bet roet ar gwir d’ar merc’hed da votiñ ne vez ket ken simpl kaout ur plas ingal. An deskadurezh, roll ar merc’hed er gevredigezh, pep tra ‘zo da cheñch.

Ar parded er politikerezh

Perak mont betek ul lezenn evit ar parded a-benn kaout merc’hed dilennet ? Ha petra en deus degaset al lezenn e Bro-C’hall, votet e 2000, a ziskouez disingalded don hon gevredigezh. Setu un heuliad kronikoù da zisplegañ an traoù.