Penaos eo ganet Distro ar Gwennili

Distro ar gwennili, sed aze anv ur fanzin nevez. Ur fanzin barzhonegoù, kannaouennoù ha tresadennoù bet skrivet gant merc’hed deus ar vro, gant ar c’hoant ezteurel traoù a zo don enne, fromoù, santimantoù, huñvreoù hag all. Moullet eo bet kerzh an diskar amzer 2021 ha roet d’an dud a zorn da zorn. Tara Uhelloù a zo o chom e Plougonveur, he ‘n eus bet ar soñj sevel ar fanzin-mañ ha kontañ ‘ra deomp penaos eo ganet an afer.

Istor ar fanzin

Ur fanzin dastumad barzhonegoù a zo bet moullet gant merc’hed deus ar vro. Lañset eo bet an afer gant un nebeut tud kustumet da skrivañ ha da dresañ pep hini deus e du. Penaos eo deuet an anv-mañ ? Penaos ijinañ raktresoù seurt-se war hir dermen ? Setu respontoù Tara Uhelloù.

Krediñ embann e brezhoneg

Pa vez ar c’hoant gant tud yaouank bet desket brezhoneg un nebeut bloavezhioù ‘zo, skrivañ traoù frommus ha don e brezhoneg, n’eo ket aes atav dont a-benn da gaout fiziañs ha da c’houzout kaout e blas el lennegezh brezhonek.
Setu testeni Tara Uhelloù, he ‘zo bet perzh ‘bar fanzin Distro ar Gwennili, bet moullet e 2021 gant barzhonnegoù, testennoù ha treadennoù bet skrivet gant merc’hed deus ar vro.