Ar psikologiezh klinikel

Ar vredoniezh klinikel, pe psikologiezh klinikel a zo un doare disheñvel da soaniañ ‘vit ar psikiatriezh, ar vredvezekniezh. Ar psikologour a zo aze evit selaou an den, hep lakaat anezhañ pe anezhi da soñjal e oar pep tra en e blas pe en he flas.

Kleñvedoù spered

Daoust hag eo rol ur psikologour lâr d’un den gant peseurt kleñved spered emañ tapet mare-mañ ? N’eo ket hervez Clément Guillanton, psikologour klinikel, pe bredour klinikel e Montroulez.

Al louzoù

Pegoulz reiñ louzoù, pegeit amzer ha penaos en ober ? Sed aze sell Clément Guillanton, psikologour, pe bredour e Montroulez. Kontañ ‘ra deomp penaos sikour an dud o vevañ un diwaskadenn, « dépression » en galleg, gant al louzoù ha penaos dont a-benn da baouez.

Ar bredelfennerezh – Psikanaliz

Petra eo an diforc’h resis etre ur bredour, ur psikologour, hag ur bredelfenner, psikanalist ? Daoust hag eo ret kaout traoù da ziskoulmañ evit mont da welet ur bredelfenner ? Ha petra e c’hell degas deomp ?

Rol ur bredour

Penaos e gav ar rol en deus da gaout dirak skoulmoù pe kleñvedoù an dud a teu da welet anezhañ ? Pa vez tud o tont just evit bezañ frealzet pe reoù all a zo tapet mat gant kudennoù korf hag empenn ‘blam d’an anken, ret eo d’ar medisin kaout ur c’hempouezh evit bezañ gante ha henchañ anezho trankilig.

Souten ur bredour

Pa n’eo nemet ar bredour amañ evit souten an dud peogwir ‘n eus ket voaien da bareañ ‘ne da vat, pe pas dizouthu, penaos e ra pep bredour evit gouzout souten an dud ? ha da betra servij mont da welet ur bredour neuze ?