Un abadenn nevez a zo bet krouet diwar-benn Fañch an Uhel gant Jean-Luc Thomas, Gabriel Faure ha Kaourantin Davay, anvet eo Baleer Bro. An abadenn-mañ a vo kinniget e saloñs al levrioù e Plestin d’ar gwener 12 a viz Du.
Kaourantin Davay a gont deomp piv a oa Fañch an Uhel, penaos eo bet krouet an abadenn ha penaos e labouront evit ma vefe komprenet istorioù ar c’hanaouennoù gant an holl.