Tro 90 den a oa aet d’an anaon ‘blam d’an tanioù-gwall e bro Kabili penn-kentañ miz Eost 2021. 5000 ti feurm a zo bet taget ha 20 00 devezh arad gwez olivez ha frouezh a zo bet pulluc’het. François Salliou a zo peizant war e leve e Tremargad ha savet ‘n eus Ti feurm pedagogel gant Hamida Boukais, ur plac’h genidik a Gabili. O anavezout un nebeut peizanted deus bro Tizi Ozou, lec’h ma ‘h eo bet kreñv an tanioù en deus bet c’hoant da sikour anezho da gavout diskoulmoù : savet ‘n eus ar gevredigezh Solidarité Paysanne Kabilie Bretagne evit rastellañ 10 000 € a-benn prenañ 2 500 gwezenn olivez enno. Dorig Ar C’hras, mab kaer François Salliou a gont hirorc’h deomp.

Setu al liamm evit reiñ arc’hant