Alies vezomp o klask gouzout pe kompren piv omp-ni. Evel ma vefe an hinienn dre anien, da lâret eo ganet en ur mod ha ne cheñch ket da c’houde. En gwirionez, n’eus mann ebet dre anien ha hervez an dud tro-dro deomp, hon plas er gevredigezh e c’hell cheñch kalz hon emzalc’h hag hon doare da vevañ an traoù.

An diemouezh

Pezh a vez anvet an diemskiant, pe inconscient e galleg, a zo lodenn an dud a rank ar psikologour santout evit lakaat anezhañ pe anezhi da vont war-raok. Penaos e tremen an traoù evit gellout tizhout ha klask kompren lodenn-mañ empenn an dud. Setu respontoù Clement Guillanton, psikologour e Montroulez.

An diemouezh : plas al langaj

Roll al langaj a zo pouezus en diemouezh.

Plas ar seblant er vugaleaj

Start eo gouzout piv omp. Startoc’h c’hoazh pa vez lâret deomp en hon bugaleaj pezh omp. Penaos n’em denn ar vugale gant tout ar frazennoù tud gour o lâret dezho penaos int dre anien padal e vezont barnet nemet war un emzalc’h gant un den resis en ur prantad resis ? Penaos pouezh en deus ar frazennoù-se da c’houde en hor buhez ?

Levezon hon c’hoantoù

Er brederouriezh e c’heller lenn ez eo termenet an dud hervez o c’hoantoù. En gwirionez, e seblantomp muioc’h evit e vezomp, setu ne chom nemet hon c’hoantoù, hon dibaboù a c’hell termeniñ piv omp.

C’hoantoù ar re psikotek

Diaes eo evit an dud o vezañ en ur stad psikotek dont a-benn da gaout c’hoantoù gwir ha lakaat anezho en pleustr ken kreñv eo ar gwask a santont deus perzh an dud tro-dro dezho. Clement Guillanton, psikologour e Montroulez a lâr deomp an diforc’h etre c’hoantoù an dud en un nevroz hag an dud en ur psikoz.

Kerzh paotr ha plac’h

Ar gerzh, jouissance e galleg, a zo ar fed kaout ur blijadur kreñv. E psikologiezh e vez sellet ar fed ne vefe ket ingal ar c’horfoù gant kromosommoù X pe XY da geñver ar blijadur-mañ. Peogwir eo liammet ar gerzh gant ar folentez : ar fed e vefe ur fin d’ar gerzh a zo un doare da lakaat bevennoù en hon doare da vevañ ha gant-se pas kouezhañ e-barzh ar folentez.

Respont ebet

A-wezhoù eo ret asantiñ ne vefe respont ebet da goulennoù a seblant pouezus deomp : petra eo ar garantez ? Petra eo ster ar vuhez ? Piv omp ?
Clement Guillanton, psikologour e Montroulez, a gont deomp petra respont d’an dud pa teuont da welout anezhañ a-benn diskoulmañ goulennoù pouezus dezho.

Hon plas er gevredigezh

Ha ma ne vefe nemet ar plas hon eus tapet er gevredigezh a lârfe deomp piv omp ?