Goude enkadenn ar C’hovid en deus lakaet diaes ar stalioù ha priz an tredan bremañ, eo aï skuizh ha tapet fall ar stalioù. Ar sikourioù kaset gant ar Stad a seblant kompliked, diaes da lakaat en plas gant ar bourvezerien tredan ha n’eo ket ar memes sikour evit an holl stalioù hervez o ezhommoù tredan. Stal Prad, ti Isa ha Benoît a zo en arvar. Ar stal nemertan e Prad. Setu eo bet desidet gant ar gumun sikour anezho gant kengred an holl c’hevredigezhioù a zo war ar gumun. Ul liamm kreñv a oa bet krouet dija gante e fin ar c’henfinañ o sevel ur gouel boutin Prat en fête e 2021. Aze neuint adlañset ar jeu o aozañ ur fest-noz evit souten ar c’hoñvers. Brendan Korr a zo kuzulier kêr ha kontan ‘ra deomp an afer.