Yannick Jaulin a teu deus ar poitevin, lec’h vez komzet ar parlanjh. Hag eñ a gompren pinvidigezh ur yezh, ‘ba’r c’halon, ‘ba’r c’hof. Deuet oa d’ar 5 a viz Meurzh e Prat ha kontet ‘n oa deomp en e barlanjh petra oa an abadenn « Ma langue maternelle est en train de mourrir et j’ai du mal à vous parler d’amour ».