Ur bern rezistanted a zo bet kuzhet e koadeier Breizh ‘kerzh an eil brezel bed. Un darvoud kreñv e istor ar vro eo. Penaos lakaat ar skolajidi da gompren mat ‘pezh a zo tremenet d’ar c’houlz-mañ ha da santout spered ar rezistañs ? Skolajidi an trede klas e skolaj Diwan Plijidi o deus labouret d’al lun 8 ha d’ar meurzh 9 a viz Du gant un arzour o tont deus Portugal, Daniel Blaufuks. Ar raktres-mañ a zo bet savet a-stroll gant Gwin Zegal, Mirdi ar rezistañs e Sant Konan ha skolaj Diwan Plijidi. Bet int e koad Malouen, lec’h ma oa staliet ur makiz rezistanted e fin an eil brezel bed, da dapout fotoioù war « la présence de l’absence », bezañs an ezvezañs. Gwenola Koig, renerez ar skolaj ha kelennerez war ar brezhoneg a gont deomp pal ar raktres-mañ ha Peran ha Mona, daou skolajiad a respont d’hon c’houlennoù.