Lena Morvan a zo teknisianez mirerez, technicienne de conservation e galleg. He micher a zo sevel un endro evit an oberennoù na vezont ket diskouezet er mirdioù a-benn derc’hel anezhe en stad vat. Kontañ a ra deomp amañ he studioù, penaos e labour gant ar mirdioù, dre m’emañ he an teknisianez mirourez nemerti e Breizh, plas he micher, nevez ‘walc’h e bed an arz, plas ar merc’hed ivez hag an diforc’h etre adkempenn un oberenn evit ma vefe brav ha renevezi anezhi a-benn derc’hel anezhi en ur stad vat.