E fin ar bloavezhioù 80 e vize aozet koursoù Karrigelloù e bourk Kerien. Pep skipailh a lakae un tem d’e garrigell ha daw dezhi war hentoù ar bourk.

E fin an hañv 1988, Jañ Gwilhom deus Sant-Jili ha Marsel Gwilhouz deus Larruen oa deuet da zisplegañ da Annie Ebrel petra oa ar redadeg-se. Oa ket deuet an devezh c’hoazh, met santet vize vefe bec’h etreze!