Breizh emren ac’hann d’ar bloaz 2032 !

Sell aze ar mennad dispaket da heul an emgav graet e fin miz Eost (2022) ba Karaez gant meur a zek stourmer ha stourmerez emrenour. Hag abaoe zo bet klevet komz deus mennozh an emrenerezh ba meur a gazetenn. Ba Ouest-france, lakomp, eo bet lâret he soñj gant Aziliz Gouez, mouezh-aotreet ar strollad « Breizh a-gleiz » e kuzul Rannvro Breizh. Hag en Télégramme zo bet lennet ur sell enebet war an emrenerezh, hini Bernard Poignant, bet depute ha maer Kemper. Ha sur ha n’eo ket marteze zo bet komzet deus emrenerezh ar bloaz-mañ. Goude ‘nije Gérald Darmanin, ministr an diabarzh, disklipet ar ger evit komz deus enezenn Gorsika o deus profitet emrenourien Vreizh evit adlakaat sklêrijenn war o c’hoant da welet ar Stad-c’hall o kas d’ar Vretoned ul lodenn eus ar galloud lezenniñ ha reolennañ, hag o reiñ an tu d’ar c’huzul-rannvro da zastum tailhoù e-barzh ur vro adunanet. Pennad-kaoz gant Alan Kloareg, deus ar strollad dizalc’hour Douar ha Frankiz, a oa bet lañset gante e miz Meurzh ar bloaz-mañ ur galv d’en em unaniñ a-benn gonit an emrenerezh.