Betek bremañ ne oa priz ebet da lakaat war wel al levrioù a vez embannet bep bloaz diwar-benn istor Breizh. Se zo kaoz eo en em lakaet asambles BCD-Sevenadurioù, Gouel al levrioù en Breizh hag ar Poher Hebdo da grouiñ priz al levrioù diwar-benn istor Breizh. Hennezh a oa bet roet disul e-skeud saloñs Karaez…

Gant levr Krystel Gualdé an hini eo e oa aet ar maout ! Honnezh eo renerez skiantel mirdi istor Kastell duked Breizh. He levr, anvet L’abîme, a gomz deus perzh Naoned ba koñvers an Atlantel hag ar sklaverezh er c’holonioù. Kar bet eo « kêr an duked » ar c’hentañ porzh morianeta er Frañs. Ur bajenn deñval deus istor Breizh en 18vet ha 19vet kantved…

Displegadennoù gant Tudi Kernalegenn, rener BCD hag Erwan Chartier, deus ar Poher Hebdo.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken.