Hiriv emaomp gant Marilia Petit. E Tremargad emañ o chom, met e-pad dek vloaz e oa o chom ba’ Bro Rusia. Desket hon eus brezhoneg asambles gant Roudour ar bloaz-mañ. Hag emañ o vont da ginnig deoc’h ul legumaj a zo a-bouez ba’ Bro Rusia… ha memes tra e oa hadoù adkaset ganti ma peus c’hoant! Selaouit ta!

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h!)

Adskivet gant sikour Gweltaz Duval-Guenn

« Ar wech kentañ ’m eus klevet diwar-benn ar c’hokombrez barzh ar yezh rusianeg e oa gant un dro-lavar hag a lâr « fresk on evel ur gokombrezenn », da lâret eo fresk on evel ur pesk. Met ba’ bro Rusia e vez lâret « fresk evel ur gokombrezenn ». Se zo reizh a-walc’h rak ba’ sezon, da vare ar c’hokombrez, eo posupl da zastum barzh ar jardin ha da grog e-barzh diouzhtu ha fresk int. Fresk ha chugonus, ha kriz int. Ha se a blij din kalz, ha se a blij d’ar Rusianed kalz ivez.

Ba’ bro Rusia int un tamm berroc’h ha n’eo ket ken kalet o flusk. Tout an dud a gav mat ar c’hokombrez. Troc’het e vez hag ouzhpennet diouzhtu annuz (aнис). Annuz a zo « aneth ». Anis a zo ur blantenn sakr evit ar Rusianed. Ouzhpennet e vez kignen ivez hag holen, ha tout-se vez mesket e-barzh ur « pochon » plastik. Ha setu, peadra da zebriñ pe da « grignotañ » war an hent, met an hent a vez hir a-walc’h er vro-se.

Un nebeud rekipeoù ’m eus : unan a zo evel legumaj go. Da skouer e vez lakaet ar c’hokombrez e-barzh ur voest vras, daou litrad pe tri litrad, hag e vez ouzhpennet bleunioù annuz, kignen, pebr ha sezv ivez.
Seurt legumaj go a vez graet gant sezv. Skuilhet e vez dour barzh ar voest gant ar c’hokombrez ha gortozet un nebeud devezhioù. Goude tri devezh e vez ouzhpennet ur banne dour. Dour a zo bet birvilhet, met klouar. N’eo ket ret da lakaat dour tomm tomm tre. Setu, e-giz-se zo moaien da virout ar c’hokombrez e-pad tout ar goañv.

Plijout a ra din kalz ivez drailhañ anezhe hag ouzhpennañ kignen ha yogourt evit ober « tzatziki ».

Ur vamm gozh n’oa roet din hadoù ha n’oa lâret din ar greun-se, ar seurt-mañ a zo an hini gwellañ, neuze n’eus ket ezhomm da glask seurtoù all.

Degaset ’m eus greun, hadoù, ha hadet ’m eus barzh ma jardin amañ. Posupl eo lakaat anezhañ da ziwan un tamm abredoc’h, e-barzh un ti gwer d’ar skouer, met gwelloc’h eo hadañ diouzhtu. Pa vez dour a-walc’h e vo o diwan buan buan tre. Kresk a ra buan, hag a-benn ur miz vo moaien da zastum c’hokombrez.

Plijout a ra dezhi pignat. Gwelloc’h vefe sevel un tamm kloued. Pa vez sec’h an amzer, ne blij ket dezhi. Ret eo dourañ mat mat, ha dreist-holl pa vez frouezh eo ret dourañ mat evit kaout ur blaz dous.
Neuze posupl e vez kresk anezhe e-barzh un ti-gwer met er maez eo gwelloc’h, rak er maez zo un tammig glav bepred.

Kavet ’m eus kreñvoc’h, gant muioc’h a nerzh, an hadoù ’m eus degaset deus bro Rusia ha d’am soñj, dre vras, plantennoù hag a zeu deus broioù an hanternoz a gresk gwelloc’h amañ evit hadoù prenet e-barzh ar gourmarc’had. Setu ar pezh ’m eus c’hoant da lâret : Grit ho hadoù hoc’h-unan. Se zo a-bouez-tre ! Ha ober eskemmoù. »

Geriaoueg :

ar c’hokombrez = le concombre