6 stajiad.ez a heul ur stummadur 6 miz diwar-benn ar radio e brezhoneg etre miz Here 2021 ha miz Mae 2022 : Rose, Maï, Julia, Rosalie, Anton ha Klemañ.
Un eurvezh hanter abadenn a zo bet graet gante, d’ar meurzh 29 a viz Meurzh e studio RKB e Gwengamp etre 10e30 ha 12e ha meur a sujedoù o deus kaset :
Strollad an Eurovision (adalek 1’45), abadenn « Lenn a-stroll » e Roazhon (10′), ar grennarded e-pad enkadenn ar c’hovid (13’40), afer kizidik ar rodoù-avel e bae Sant-Brieg (27’10), senniñ akordeoñs gant Erell Coupier (30’50), an tabut tro-dro da bevare pont Lannuon (36’40) ha tro-dro da greizenn bleustriñ Stad Roazhon er Prevalaye (48’10), filmoù e brezhoneg e sinema an Arvor e Roazhon (56’30), staj kan ha diskan gant Axel Landeau (60’40), desevel chas chase gant Serj Lavenant (66’40), cheñchamantoù reolennoù tud heñvelreizh ha biseksel da reiñ o gwad (76’30) ha dishiliañ gant ur slip tolosad (84’20).