Krog a ra an atersadenn-mañ gant mouezh dous Azenor, merc’h Tiphaine ha Nicolas. Er skol bublik divyezhek Rostrenn emaon hiriv. Tiphaine a zo skolaerez amañ, ha Nicolas ha labour a-bell deus Ti Numerik, e Rostrenn ivez. Ha perak e oa ar gwez skav choazet ganto neuze ? Selaouit ta !

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)

Azenor: « Ar skav eo gwez ar gelted. »

Nicolas: « Ha me pa c’hwezan pe tañvan ar skav me zo en ur bed all ma teus c’hoant. Kevrinus eo ar wezenn-mañ d’am soñj. Hag evel ma lâr Azenor, ar skav a zo ur seurt gwezenn deus ar bed keltiek evidon. Drol eo da lâret met gwir eo e gwirionez evidon, ya! »

Tiphaine: « Ar skav a blij din peogwir, dija, plijout a ra din gwelout anezhañ er parkoù gant e vignonezed, da skouer ar spern gwenn, ar spern du, ar c’helvez ivez. Ha goude-se ar skav a vez anvet gwez ar sorserez pe gwez ar boudiged. Evidon-me eo gwez ar boudiged kentoc’h peogwir brokus eo gant e frouezh evit al laboused, gant e vleunioù evit ar wenanenn hag evit ar familh ivez. Neuze brokus eo ar wezenn-mañ.

Normalamant er miz Mae hag er miz Even e vez gwelet bleunioù ar skav hag e vez fardet evajoù ar boudiged. »

Nicolas: « Ar skav e vez gwelet diwar douaroù paour ivez. Ar wezenn-se a zo mat gant douar n’eo ket pinvidik ma peus c’hoant. »

Tiphaine: « Ya, vanilhenn ar paour e vez graet anezhañ. »

Nicolas: « Ha ya, vanilhenn ar paour ? »

Tiphaine: « Ya, vanilhenn ar paour. »

Tiphaine: « An evaj a vez fardet… Heu… Eo ret da lakaat gwinegr e-barzh an « Dame-Jeanne » gant ar sukr, ar sitroñs, ar bleunioù. Ret eo lakaat tout an dra-se e-pad tri devezh. Pouezus eo tapout an heol. Ha goude ret eo lakaat an traoù e-barzh ur voutailhad. Met ur voutailhad un tamm ispisial, ur voutailhad chistr.

Nicolas: « Ret eo deomp lâret da bep hini ez eus ur sort nemetken, ur sort skav, a zo fall evit ar yec’hed. E frouezh a sell d’an erc’h, met evit ar re all, ar skav a zo mat da zebriñ ha da evañ. »

Tiphaine: « Hag ouzhpenn-se, ret eo poazhañ ar frouezh, peogwir ar frouezh kriz a ra poan gof. »

Nicolas: « Met brav eo, brav eo ! Ha benn ar fin, gwez ar boudiged a zo mat da c’houzout… ha mat da danvañ ivez ! »

Geriaoueg :

ar skav = le sureau
ar gelted = les Celtes
kaotigell = confiture
poan gouzoug = mal de gorge
c’hwezañ = sentir
tanvañ = goûter
kevrinus = mystérieux
ar spern gwenn = l’aubépine
ar spern du = le prunellier
spern = épine
ar c’helvez = le noisetier
ar boudiged = les fées
ur wenanenn = une abeille