Emaomp gant Laurent Gall deus bro Kallag. An « Ethnobotaniste » eo. Da lâret eo ez a da selaou tud deus pep lec’h e Breizh, tud kozh ha deus ar bed peizanted surtout, evit kompren peseurt mod vez implijet ha sellet ar plant bremañ ha gwechall. Hag hiriv e vo rannañ ganeomp un nebeut istorioù diwar-benn unan deus ar plant kinniget ba’ e levrig « Continuités bocagères »! Selaouit ta!

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skrignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».

An atersadenn adskrivet :

(Ma ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe laouen ! He fostel ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)

Geriaoueg :

ar spern gwenn = l’aubépine