Adlañset omp evit ur bloavezh nevez a gronikoù diwar-benn al levrioù brezhonek nevez embannet ! Gant sikour Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg, e Lannuon !

Setu un torkad marvailhoù marellet, a liv gant hengoun ar c’hontadennoù all en Europ hag er bed… Met tennet aze deus ar sevenadur kaset dre gomz e Kerne-Izel a rumm da rumm… betek divskouarn ha spered Yann Gwilhamod, deus Ploveilh er vro C’hlazik. Un oberenn embannet gant an ti-embann Al Liamm e 2020.

E-barzh ar gronikenn Barzhaz e vez kinniget deoc’h al levrioù brezhonek nevez deuet er maez ! Ha kement-se e kompagnunezh Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg, e Lannuon.
Hudu e vo lakaet ar gaoz ganti war ul levr savet en iwerzhoneg da gentañ penn ha lakaet e brezhoneg gant rener an ti-embann Al Lanv.

Ur rumm levrioù evit ar re vihan kinniget gant Yael ar Gow hag an ti-embann Sav-Heol. Avañturioù pemdeziek ur plac’hig digourdi anvet Lili…

Marteze ho peus bet lennet romantoù Youenn Drezen. Marteze a-walc’h ec’h anavezit Intron Varia Garmez, Skol Louarn Veig Trebern, An dour en-dro d’an inizi peotramant c’hoazh Sizhun ar breur Arturo…
Met kazi sur n’ho peus ket bet digarez da lenn danevelloù diwar zorn skrivagner meur ar Vro-Vigoudenn.
Setu un dastumad evidoc’h neuze, a vo kavet enni danevelloù bet embannet pell zo ha strewet e-barzh meur a gelaouenn pe gazetenn : Le Courrier du Finistère, Sav, Gwalarn, Al Liamm.
« Pellgent loc’h Laoual », un strobad skridoù hag en o-mesk ivez danevelloù embannet evit ar wech kentañ…

« Kaour ar Barzh, Galeour », sell aze anv levr nevez Fulup Lannuzel. Ul romant embannet gant Al Liamm.
War-lerc’h danevelloù al levr « Koroll an dasorc’h » e kinnig deomp un oberenn istorel a dremen e-kerzh mare kriz an Dispac’h gall hag ar Sponterezh…