Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn e Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkas traoù d’an dud. Da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c’hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? Ar skampiola pe boked-laezh! Selaouit ta !

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h!)

« Ar skampiola, skampiola pe e galleg « la primevère », ba’ du-mañ, ba’ kreiz Breizh amañ, ba’ ‘tal Duaod, e veze lâret skampiola deus ar primevère. Bez ‘zo anvioù all : bokedoù laezh ‘m eus aon, zo moaien da lâret ivez. Met amañ ba’ ‘tal Duaod ‘veze lâret skampiola.

Hag ar skampiola ‘vez kavet un tamm partout, surtout war bord ar riñvier, ba’r c’hoadoù ivez, met ba’r pradoù ‘vez kavet hardizh. ‘Lec’h n’eo ket bet hadet, lec’h n’ eus ket bet peizanted o labourat kwa. Met ba’ tachennoù un tamm bihan gouez ‘vez kavet skampiola ba’n nevez-amzer.

A-hend-all, beñ moaien zo debriñ ar fleur. Ar fleur zo mat da zebriñ, zo moaien da lakaat ane’i ba’ ur saladenn. ‘Vit ma vije brav ar saladenn zo moaien da zebriñ ar fleur skampiola.

Ha ma mamm-gozh a lâre din pa veze arru ar c’hentañ a viz Ebrel, ‘veze chañchamantoù mevel ha matezhioù, ar vatezh kwa. Pa ‘h ae kuit ur vatezh e lake ur boked skampiola war an daol, ur boked skampiola da lâret d’ar mestr ‘oa o vont kuit. Se oa ur sin, ‘vit, hep kaozeal, ‘veze komprenet : « Ah, ur boked skampiola, bremañ, ‘h an da goll ma matezh, echu eo ganti bremañ, ‘neus kavet un implij all, ur mestr all ‘neus kavet. » Ha se ‘vije meme mod gant ar mevel. Ar mevel ‘h ae kuit d’ar c’hentañ ar viz Ebrel. ‘Penn-kentañ ‘nevez-amzer kazimant ‘h ae kuit ar mevel pa cheñche plas ‘oa ret gortoz betek ar c’hentañ a viz Ebrel. Hag ur boked skampiola ‘veze roet d’ar mestr da sinifiañ, lâr ‘oa echu ar c’hontrad kwa. Sell aze!

Ar skampiola, ‘viton, eo fleur ‘nevez-amzer. Pa santan ar fleur skampiola e ta (=teu) naon din, ‘viton eo adpartiet gant amzer-nevez kwa. Al laboused zo krog da richanañ, ar yer zo ‘tozviñ, tout, adpartiet eo gant devezhioù hiroc’h, partiet gant an amzer vrav neun pa ta (=zeu) skampiola! »

Geriaoueg :

ar skampiola / ar boked-laezh = le primevère
ar riñvier, ar rinier = la rivière
ar vatezh = l’employée
richanañ = gazouiller
dozviñ = pondre