Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn deus Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkaz traoù d’an dud, da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c’hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? Ar penn-ognon! Selaouit ta !

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)

Adskivet gant sikour Gweltaz Duval-Guennoc (mersi bras!) :

« Blon a ront, ha blev war e « bidon ». Petra eo ?

Ar penn-ognon evel-just ! Hag a zo blon ha ront met bremañ zo ognon roz ivez ! Ognon Rosko a zo roz pe ruz. Met amañ ba’ Kreiz Breizh, ni meump kentoc’h ognon melen.

Moaien zo hadañ anezhe gant greun, met moaien zo plantañ « bulbilles », heñvel ognon bihan ha lakaat anezhe b’an douar pa vez krog an nevezamzer. Miz Meurzh pe miz Ebrel, pe betek miz Mae zo moaien da blantañ an ognon. A-hend-all b’ar jardin a zo moaien da blantañ ognon ba’ tal ar plantennoù sivi, kar ar sivi hag ognon en em glev-mat. An ognon zo sañset gouarn deus ar mildiou pe deus an amzer fall a zo a-wechoù ba kreiz miz foenn ha neuze eo ret plant anezhe abred a-walc’h pa ya pe war un dosenn ivez ha mod-se ne chom ket an dour euh war o gwrizioù kwa.

Zo moaien da zebriñ anezhe glas, ha zo moaien da leuskel anezhe dont da vetek penn ha da servij anezhe pa vezint melen. Ha neuze zo moaien da lakaat anezhe bar karchedoù, lakaat anezhe b’an heol pad un nebeud devezhioù, dezhe da zec’hañ mat, ha war-lerc’h pad tout ar goañv zo ognon da zebriñ. Kriz pe poazh an ognon zo mat dalc’h mat !

Ma mamm a lâre pa vije Pask gwechall, pa ne vije ket vioù chokolad vije livet gant pluskenn ognon.
Neuze lakaet vez pluskenn ognon da virviñ b’an dour asambles gant ar vioù, ha vez poazhet ar vioù asambles gant plusk ognon, ha neuze n’em gav an ognon… Pas an ognon nann met ar vioù, n’em gav brav-tre gant ul liv chokolad kachimant, liv brav hardizh.

Klevet em eus lâret ivez, ma peus ur rum bras e rankes lak un hanter ognon ba’ tal da benn keit emaout o kousket, hag e mod-se yae kuit ar rum pad an noz, ha degaset mat eo da fri pa saves en deiz war-lerc’h. ’M eus ket klasket ober c’hoazh kar marteze n’eo ket gwall blijus met, pez zo anaout a ran ur bern tud hag a ra se. Ha mod-se yae kuit ar rum. A-hend-all zo moaien da droc’h un ognon en tammoù a lak un tamm mel pe un tamm sukr ha siros a-enep ar pas ivez. »

Geriaoueg :

ar penn-ognon = l’oignon
hadañ = semer
greun / had = graine