M’emaoc’h o chom e Rostrenn, marteze e anavezit Michel Simon. Michel a oa skolaer er skol diyezhek e-pad bloavezhioù. Emañ o vont da zisplegañ deomp penaos ober war dro ouzh ur fleur brudet-kenañ ba’ hol liorzhoù. Selaouit ta!

« Ur plantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com.)

Adskivet gant sikour Gweltaz (mersi bras!) :

« Me ‘m eus c’hoant da gomz deoc’h deus ar boked roz. Penaos vez plantet boked roz dija, met ivez penaos vez tailhet war-lerc’h. Ar gudenn zo, benn ar fin, tailhañ anezhe.
N’eo ket tout oar plantañ anezhe, *bakañ, pe laosk anezho da vont evel-se, ez eont uhel, ha reont n’eus forzh petra benn ar fin. Ar plant n’em laosket da vont. Setu ret eo gouzout tailhañ anezhe mat, ha se zo un dra ispisial a-walc’h c’hoazh.

Setu p’emañ plantet ar boked roz anat dija m’eo ret lakaat anezhañ b’an douar mat. Ar boked roz a blij douar mat dezhe.

Talv ket lakaat boked roz war-lein ur c’hleuñv evel-se, ne blij ket (douar) treut, ah nann nann. Boked roz a blij teil dezhañ, me lavarfe memes, ma lakit teil dezhañ e vo c’hwezh vat gant ar vokedoù. Met ret eo lakaat teil dezhe a-raok.

Ar Boked roz a blij teil. Me ra-se bep bloaz : pad tret ar boked roz e lakan tammoù teil bep bloaz evel-se, ma vefe pinvidik ho touar dezhe hag evel-se e vez kaeroc’h ar plant, vez yac’hoc’h ar plant. Ha war-lerc’h e vez ret diwall, ar boked roz zo ur blantenn a zo « sensible », benn ar fin, deus ar c’hleñvedoù.
Me dretañ tammoù ma boked roz met pas kalz, n’eo ket ret lakaat kalz a louzoù warne. Me laka un tamm bihan-bihan bep pemzektez hag evel-se e chomont yac’h.

Bout ra seurtoù boked roz, evel-just, a ne vez ket ret lakaat louzoù ebet warne peogwir int OGM, e vez lâret. Met boñ deus ar re-se n’eus ket kalz ha memes ar re-se a-wechoù a vez klañv e Breizh.
E Breizh, memes tra, zo un amzer a n’eo ket gwall vat evit ar boked roz. An amzer zo gleb. Pa vez gleb an hañv vez klañv ar boked roz, vez kalz klañv ar boked roz. Setu me laka louzoù warne ur wech bep pemzektez hag e chomont mat pad ar bloaz.

Pedavare kozh ar boked, pa vez marv ar boked benn ar fin, eo mat tennañ ar boked. Tennañ ar bokedoù kozh evel-se, pas laosk anezhañ d’ober ar greun ha troc’h anezhañ, ba bod, ba lec’h zo pemp delienn.
A-wechoù e vez troc’het… an dud a droc’h ar bod evel-se n’eus forzh pelec’h. Beñ nann, ret eo troc’hañ just uheloc’h (evit) ur santimetr, uheloc’h evit un delienn, bep pemp deliennig benn e fin. War an delienn a zo pemp, pemp deliennig war un delienn.

Aze ma n’eus ken nemet teir deliennig, n’eo ket a-walc’h. Teir deliennig ne vo ket bokedoù. Ret eo mont da lec’h zo pemp. Aze e vez ar bokedoù hag ar bouton mat.
Sañset, ar re a werzh ar boked roz, ar spesialisted a vez lâret, a lâr eo dav gortoz miz Meurzh da dailhañ ar boked roz. E c’hallfe bout mat gwechall met bremañ, gant ma vez tommoc’h an amzer, ar boked roz a grog da labourat e miz Genver, ha dreist-holl e Breizh.

E miz Genver dija. Sellet em eus aze, n’omp ket nemet an dek, an unnek omp hiziv. Memes ma boked roz a zo dija krog da labourat.
Krog eo ar bouton da voutet neuze, setu ma c’hortozit miz Meurzh, ma pe yae da viz Meurzh vo bouton ha anezhe vo dek, pemzek santimetr. Setu ar blantenn aet da droc’hañ tout ar bouton-se, hag ar blantenn benn ar fin ne vo labouret evit mann.

Ne vo n’em skuizhet evit mann. Setu me tailhañ ma boked roz a-raok ar goañv.
Pedavare miz Du e tibaban ur mare na vez ket skorn. Faotañ ket ober pa vez skorn, ret eo diwall memes tra da dailhañ anezhe pad ur sizhun a vo ur sizhunvezh amzer vrav war-lerc’h. Erfin vo brav… ne vo ket skorn, setu.

Faotañ ket kaout aon da dailhañ ar boked roz. Boked roz, benn ar fin, eo ret tailhañ anezhe evit lakaat anezhe da labourat b’an treid. Enno e teuont war grec’h hag ho po boked roz. An dra a rae c’hwec’h pe dek metr uhel.

Nann nann ret eo klask lakaat anezho da labourat b’an treid ha tailhañ dalc’h mat, ha laoskat ur broñs a zo en diavaez, troc’het ur santimetr uheloc’h evit ur broñs, ur santimetr uheloc’h evit ur broñs, met ur broñs a zo troet war an diavaez.

Evel-se emañ o vont d’ober ar bokedoù, ar bokedoù nevez war an dro, pas e-barzh ar bochad, war an dro, hag aze e vo ar bokedoù nevez.

Setu, evit tailhañ ma boked roz. Me zo kontan ma zo unan bennaket a zo souet da ziskouez penaos vez graet. Se zo un dra a zo ispisial a-walc’h d’ober met n’haller ket ober se ivez, ret eo gouzout ober, setu. »

Geriaoueg :

ar boked roz = le rosier
Kleuñv = Talus
Teil = Fumier
Louzoù = Traitement (médicaments)
Bod = Rameau
Broñs = Bourgeon