Hiriv emaomp gant Dorig Le Cras e Tremargad. Labourat a ra ba’n Ti Feurm pedagogel. Degemeret vez tud eno, bugale dreist-holl, evit klasoù dizoloiñ peotrament kampoù vakansoù. Ha peseut plant a zo bet dibabet gant Dorig neuze ? Ar melchon ! Selaouit ‘ta !

« Ur plantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)

« Me zo peizant amañ. Me ‘m eus un tropellad saout ha kezeg. Hag ar melchon, pa vez lakaet geot da zebriñ d’al loened, a zo a-bouez kar degas a ra dija ur bern traoù vat d’al loened. Hag emañ o vont da sikour ar blantenn e-kichen da greskiñ muioc’h. Honnezh a ra parti deus, a-raok e vije lâret al « legumineuses », bremañ e vez lâret « fabacées ». Adtapout a ra azote a zo ba’n aer ha da lakaat anezhañ ba’l leur ha gant-se ez a just a-walc’h da vagañ ar blantenn a zo tro-dro. Se zo gwir ba’ ur park geot evit al loened, met se zo gwir ivez da lakaat ba’ jardin, memes familh evit ar fav ha tout se. Ha neuze eo talvoudus implij seurt plant e-kichen ar reoù all ha neuint ezhomm ar saout pe traoù all a-benn kreskiñ.

Liesseurted a melchon a zo. Setu, a bep seurt zo. Melchon gwenn, melchon mouk, melchon bep seurt. … Bout ‘zo ur melchon un tammig izpisial ivez anvet ar melchon tric’hornek, a zo e galleg « le lotier corniculé » ha honnezh zo ur blantenn un tammig koshoc’h larfen, pe muioc’h gouez, ha da skouer a za da derc’hel muioc’h, gwelloc’h pa vez sec’h an amzer e-pad an hañv dreist-holl. Ha se zo un dra a zo start gant ar melchon, e-pad an hañv diouzhtu ma vez re domm an amzer, ne greska ket ken ha gant-se, setu, war-lerc’h e c’hell bout tapet fall gant-se.

Ar pezh a blij din ivez gant ar melchon, ar vleunienn zo interesant a-walc’h. Gallout a rit tapout ur vleunienn ha sunañ dour sukr a zo e-barzh. Ha dimp eo plijus da tañva-se ha d’al loened ivez, dreist-holl d’an amprevaned ha da sikour, da polinesañ ma peus c’hoant, ha d’ar gwenan da skouer e blij kalz dezho mont war ar melchon. Ha gwellet e vez, pa vez brav ha digor ar bleunioù, aze zo ur bern gwenan war ar melchon. Ha setu, brav eo. Neuze, setu, ablamour deus-se e plij din ar melchon-se.

Ur blantenn ivez, un tammig an arouez, un tamm bihan, ur simbolenn, un arouez. Ha setu. Da skouer soñj ‘m eus ivez da voût c’hoariet kartoù gant ma eontr hag e vize eskemmoù, vize lâret traoù dre ar melchon, goût a rit vez lâret peseurt c’hoari vez ganeoc’h, da skouer, bon, ma lake eo ar saout da devaat, ha setu, un tamm « indice » bihan. Ha setu, traoù e-giz-se.

Hag un dra all ivez, a blij din ivez, ur fed istor hag ur fed hengoun ivez un tammig, hengoun labour douar larfen. Alies-mat ‘m eus klevet ar re gozh o kontañ deus-se, deus beure pe ar pezh e vije krog an devezh e oa ur c’harrad melchon, da lâret eo e oa ret mont da tapout ba’r park ur c’harrad melchon, ha gant-se e vije krog an devezh. Peogwir e oa aesoc’h evit falc’hat ar melchon pa oa c’hoazh ar glizh war ar melchon, ha neuze se zo kaoz e oa ret mont abred a-walc’h da beure. Ha setu, e vije bemdez kaji, ar c’harrad melchon da zegas ba’ feurm da reiñ d’al loened. Ha setu, se n’eus lakaet soñjal ivez ba’n istor-se, ar c’harrad melchon. Ha ne vez ket graet ken hiriv, met gwechall e vije un tamm hengoun e-barzh lusk an devezh peizant. »

Geriaoueg :

ar melchon= le trèfle
tropellad saout ha kezeg = troupeaux de vaches et chevaux
magañ = nourrir
liesseurted = diversité
tric’hornek = triangluaire
derc’hel = tenir
sunañ = sucer
tevaat = grossir
falc’hat = faucher
ar glizh = la rosée