Greomp un tamm tro kichen Mael-Karaez, amañ emañ Christine Dubois. Kalz a abadennoù diwar-benn ar jardin he deus graet evit RKB. Hag hiriv omp degemeret en he zi evit komz diwar-benn ur fleur gwez a gaveer alies bar’ vro: ar burlu… Selaouit ta !

« Ur plantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, kasit ur postel dezhi zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h!)

« Bremañ ec’h an da gomz diwar-benn burlu. Burlu, pe brulu vez lâret, pe a-wechoù c’hoazh “manegoù” ar werc’hez (ar  “werc’hez” étant la vierge Marie). Setu, perak ar blantenn-se ? Ar blantenn-se zo martreze plantenn ma bugaleaj ivez. Hag ez aen da glask alies-tre war ar maez pa oa deuet ar mare.

Peseurt sort plant eo ? Ur plant a bad daou vloaz. Peogwir e vez, e tiwan war-dro miz gwengolo goude an hañv, pa vez glav en-dro. Ar fleur-se zo anavezevet mat-tre gant an dud dre amañ peogwir vez gwellet partout war ar c’hleuñviou, ba’ parkeier. Met dreist-holl e lec’h vez douar fall. N’eo ur plant a gresk e-kreiz ur park leun a deilh pe temz, me oar me, bep sort traoù.

Ar burlu zo ur plant ha n’eus ur gorzenn hir awalc’h, ur metr uhel eo, ha ra fleur roz gant pikoù gwenn en diabarzh. Peogwir stumm ar fleur zo stumm ur c’hloc’h pe stumm ur maneg. Ha setu, alies-tre vez lâret e brezhoneg ivez bizigoù ar werc’hez, abalamour se zo moaien da lakaat ho biz e-barzh ar fleur. Ha setu e ra ‘vel ur maneg, “un gant”. Ha se oa ur c’hoari, un dra vije graet ganomp pa oamp bihan-tre, ne oa ket kalz c’hoarioù d’ar mare-se, vije ket lego d’ar mare-se. Setu, e-giz-se vije c’hoariet war ar maez gwechall. 

Met d’ar mare-se e vije lâret deomp pas debriñ ar fleur-se. Burlu oa sañset bout un ampoezon, hag e oa, oa lâret deomp, e oa plantenn an diaoul, ma peus c’hoant, ha ret vije deomp gwalc’hiñ hon daouarn pa oamp bet o klask burlu evel-se. Goude-se me ‘m eus desket e oa implijet bremañ an digitaline evit tud zo, ar re ‘neus kleñvejoù kalon, e vez implijet bremañ.

Un eñvor-all ‘m eus c’hoazh, un eñvor eus miz even, d’ar mare-se pa oa tout an tud kristened, tout an tud a yae d’an iliz, hag e vije graet Gouel ar Sakramant pe Gouel an Aotrou Doue, e vije graet tro an iliz, ur sort tromeni, ur prossession, ma peus c’hoant, war dro an iliz pe memes war ar maez, pas re-bell, met un tammig war ar maez. Hag e vije graet, war an hent e vije lakaet palennoù pe tapis fleur. Burlu a oa roz, neuze vije lakaet marc’harit ivez a vije gwenn, neuze vije lakaet bokedoù-laezh “primevère”, e vije lakaet c’hoazh roz, traoù evel-se… evit ober taolennoù gant fleur war hent ar prossession. Ha setu, ur soñj.  ‘Blam da-se burlu zo ur fleur, n’eo ket ken brav-se, met, bon, plijout  a ra din. »

Geriaoueg :

ar burlu / brulu = la digitale
ar werc’hez = la vierge
manegoù = des gants
bad (= padout) = durer
voulouz = velours
korzenn = tige
kloc’h = cloche
ampoezon = poison