Gant Nathalie Benibri emaomp hiriv ! Kaozeal a ra diwar-benn un istor a zo c’hoarvezet dezhi tro-dro ur boked bleuñv… Selaouit ‘ta !

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)

« Plij rafe din kontañ deoc’h un afer pa ‘m eus dalc’het ur preti, peogwir ‘m eus dalc’het ur preti, amañ e Tremargad. Ar preti a oa anvet Coriandre. Hag er mare-se, kustumet e oamp d’ober un nozvezh gant temoù, c’hwi oar, temoù. Da lavaret eo choazet meump un tem, da skouer pred indian pe pred afrodiziak, hag all hag all… hag ur wech meump divizet d’ober ur pred gant bleunioù.

Kustumet oan da geginañ bleunioù ba’ ma poazhaden meskel{?}, c’hwi oar ? Da skouer bleunioù glizin, « bleuet », pe bleunioù piloù{?} glas, ha oarant ket… se zo « bourrache », c’hwi oar ? Pe roz, pe bleunioù ha delioù kabusin, hag all hag all… an dud oa kustumet gant se. Kustumet oant da zebriñ bleunioù amañ ba’ Coriandre, kwa.

Hag er mare-se, ur vignonez din a oa marc’hadourez bleunioù. Hi a laboure aze, ba’ Coriandre. Hag evit ar wech-se he doa aozet bokedoù bleunioù marvailhus. Bokedoù oa gant tailen orañjez, bazh vihan, kanell ivez, te oar. Ar bleunioù ne oant ket bet tapet deus an natur met prenet ba’ Rungis da skouer. Bleunioù gant tretamant. Ne oant ket mat tamm ebet da zebriñ kwa.

An dud erruet ha neuint kroget da evañ un digor kalon. Ur bern tud a oa, leun chouk e oa ar preti, evel kustum. Me oa ba’r gegin, o fardañ hag aozañ boued, evel kustum ivez. Ha d’un daol trumm, ma kenseurtez, ma kolegez, ma peus c’hoant, erruet ba’r gegin a lavar din : « Met Nathalie, Nathalie, tout an dud a zo o tebriñ an dekorasion, ar c’hinkladur. Tout an dud a zo o tebriñ ar bokedoù bleunioù neuint bet aozet gant Audrey ! ». Te oar Audrey zo ur plac’h… ur vignonez din.

D’ar mare-se e oa start ar jeu evidomp, peogwir e oa diaes da lavar d’an dud n’eo ket mat da zebriñ ar bleunioù-se kwa, peogwir da gentañ tout ar bleunioù oa bet debret dija, hag ivez fiziañs neuint evidomp. Ouzhpenn-se, a fed ‘m oa, an dud a vije klañv war-lerc’h. Neuze bet on bet ba’r sal, ha ‘m eus lavaret da dout an dud asambles, « tudoù, ar pred n’eo ket komañsed c’hoazh, ar bleunioù a zo war an taolioù a zo evit an dekorasion, evit ar c’hinklañ, n’int ket mat da zebriñ, mar plij ! Mar plij, arabat debriñ anezho !

Benn ar fin e oa re ziwezhat, tout a oa bet debret, orañjez, bleunioù, memes task{?} kanell zo bet kavet ba’r werenn goude-se… Ur sapre afer e oa, kwa. A-benn ar fin den ebet zo bet klañv, eüruzamant. Ha ba’r gegin, goude an nozvezh-se, c’hoarzhet meump re ! Dibosupl oa evidon-me ijinañ un afer e-giz-se. Pa ‘m eus roet ar bokedoù en-dro da Audrey, an deiz war-lerc’h, hounnezh a oa spontet abominapl ha c’hoarzhet meump asambles ivez. Ur sapre istor boked bleunioù, ya ! Ha setu tout… »

Geriaoueg :

Ar boked bleuñv = le bouquet de fleurs