RADIO KREIZ BREIZH

102.9 Mhz - 106.5 Mhz - 99.4 Mhz - 107.5 Mhz

Diskan Disuj

An abadenn vrezhoneg diwar-benn ar rap hag an hip-hop…
Un digare d’ober tro ar bed, ar stourmoù hag ar yezhoù, ha fulor ar yaouankizoù e kompagnunezh Tudu ha Gael

Diskan Disuj 5

Dac’het e vez d’ober anaoudegezh gant luskoù Palestin evit an eil gwezh. Bihan ar vro ha bras tachenn ar glac’har hag ar boan gant : Torabyeh – Ghorbah ft. Husam Abed, Krista, Skalpel, 47soul, Shadia Mansour…

Diskan Disuj 4

Un abadenn diwar-benn ar Rap Hip-Hop e Palestin pe awenet gant stourm Palestin : Dam, Safaa Hathot, Kerry James, Abou Jury; Ill paz, Kaz Aloman, Soot Gilgamesh… un digarez da deurell ur sell war Palestin, he zonkad vroadel gwall griz.

Diskan Disuj 3

Trede abadenn Diskan Disuj gouestlet 100% da istor ar rap, an hip-hop, ar raggamufin en Euskareg gant : Neggu Gorriak, Selektah Kolektiboa, La Basu, Xiberoots, Piztu Bilbo… Lusket gant Tudu ha Gael.

Diskan Disuj 2

Un abadenn gouestlet an taol-mañ d’ar broioù Katalan, Galiza ha Kurdistan. Gant : Valtoniyc, Frank T, Sara Hebe, Elphomega, Rapsusklei, Pirats sound system, Sons da Rùa, Armaan 313, Sherildan feat. Ewien.

Rap ar broioù keltiek

Abadenn gentañ Diskan Disuj buhezet gant Tudu ha Gael. Plas d’ar rap deus ar broioù keltiek. Gant Kneecap (Iwerzhon, Béal Feirste), Nugget (Iwerzhon, Béal Feirste), Griogair Labhruidh (Gart a’ Chàirn, Skos), Stanley Odd (Dùn Èideann, Skos ), Mr Phormula…

© 2024 RADIO KREIZ BREIZH — 02 96 45 75 75 — Haut de page ↑


48 rue Olivier Perrin 22110 ROSTRENEN // Ti Ar Vro - 3 Place du Champ au Roy 22200 GUINGAMP

Conception www.tryptyk.fr Mentions légales