Aet oa Herve ar Beg da welet Lomig Donniou e miz Kerzu 84 ha Manu Kerjean e miz Kerzu 87. Savet oa kont deus an hengounioù da vare fin ar bloaz ha penn-kentañ an hani nevez. Tro ar c’herioù vize graet da gano ar ganaouenn « doni done » ti an dud. Pedet vize ivez an amezeien evit ar c’hafeoù deiz kentañ ar bloaz, un digarez da zañsal ha da gaout plijadur.

Muzik:

  • « The gypsy princess » gant ar strollad Rue