Arri oa poent diboultrennañ kasetennoù kozh ar radio ha dresañ ar c’hozh mekanik barrek da lenn anezhe ! Gwiskit ho kasketenn ha lakit ho potoù skañv ba ho treid hag an traoù en-dro… ha bec’h d’an dañs war son an amzer dremenet hag an amzer da zont ! Sonerezh, kanaouennoù, kan-ha-diskan, a-sort ma vo skrapet ha diskrapet tu diabarzh ho tivskouarn ha ma chomo ouesk an dud war o divc’har !

Mouezhioù koant, pozioù distaget evel zo gleet evit plijadur vras ar skouarnioù sklintin ! Berr-ha-berr, danvez tennet deus dielloù ar radio, teñzorioù ar vro…

Bep Sul etre 10e30 ha kreisteiz, aze ‘mañ ar mare, da c’hoari las, da zañsal, da chom boemet gant memor kanet ha sonet ar vro !