Betek neuze e oa deus Tro Menez Are evit plijout d’ar valeerien ha deus Roc’h Menez Are evit ober plijadur da verc’hed ha paotred ar VTToù… Diwar vremañ e vo kontantet ivez an dud sot gant an trailoù, ar redadegoù e-mesk an natur.

Rederien ha rederezed Ultra Trail Menez Are a lañso deus an Uhelgoad d’ar 27 a viz Even. Ur mil a dud, botoù skañv ba o zreid, evit div dro, unan 40 km hag un all 85 km a-hed hentoù kozh ar vro.
An UTMA zo e-giz un doare all d’ober anaoudegezh gant lec’hioù burzhudus Menez Are.

Pennad-kaoz gant Gilbert Toudig, prezidant an Ultra Trail.

Dav eo lâret ivez e vo roet un tamm deus an arc’hant gonezet a-drugarez d’ar redadeg d’ar gevredigezh La vie en rose, a glask aezetaat buhez ar vugale en ospitalioù ha broudañ ar pezh a vez anvet sport-yec’hed…