Deuet eo er-maez pladenn gentañ Youenn Lange. Un dek gwerz ac’h a d’ober ar bladenn Rod ne’o. Gwerzioù a-gozh met ivez ur werz nevez gompozet gant un den deus Bro-Fisel. Un oberenn dreistordinal kaset da benn vat gant sikour al label « Les musiques têtues » e Rostrenen.