Hiriv emaomp gant Pierre-Yves Le Panse e Tregorn, ‘kichen Groñvel. Gant Aymerik e produont toazennoù gant meur a c’houenn ed ! Marteze e anavezit yell vras, yell vihan (l’épautre), gwinizh blé tendre pe c’hoazh gwinizh du… Met Pierre-Yves zo o c’hounit ur spesad all ispisial-tre ivez : ar gwinizh poulard… Selaouit ta !

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant da skoazell Florie oc’h adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù e vefe laouen! Setu he fostel : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h!)

« ‘M eus dibabet, evidoc’h Florie, un ed. An anv deus se a zo gwinizh. Gwinizh « poulard » a vez graet deus se. Gwinizh poulard a zo ur c’henderv deus gwinizh kalet. Kustum eo da implij, da dapet, gwinizh kalet evit ober toazennoù. Dizoloet ‘m eus ar gwinizh-se dre ur gevredigezh, dre tud ‘m eus rankontret e-pad ar stummadur. Hag ar gevredigezh a zo anvet Triptoleme. E-barzh ar gevredigezh-se a zo peizanted a implij gwinizh, edoù kozh kwa, ma ‘peus c’hoant. E-giz ‘oant ket implijet, ‘oant ket hadet. Hag an anv deus ar re-se, deus ar peizant-se, a zo Florent Mercier. Ha Florent Mercier a oa aet tro ar bed da glask edoù kozh.
Bet eo bet ba’ Bro Ejipt, bet eo bet ba’ « Croissant Fertile », du-se, pell-pell deus amañ. Hag ‘n eus kavet edoù kozh, tapet ‘ne, ha lakaet war an douar, kostez Angers emañ e di Feurm. (*Daoust m’emañ ar gwinizh « poulard », ar gwinizh emaomp o komz diwar e benn, kentoc’h deus kreisteiz Europa).

« Neuzen ar gwinizh poulard a gresk tamm-ha-tamm. Hadet ‘m eus ar gwinizh-se e miz Du, hag e vo dastumet, ma ‘peus c’hoant, an eost a vo, tro-dro fin miz Eost kwa. Ar blantenn-se, ar gwinizh poulard, a ra follennoù ledan. Kalz ledanoc’h evit a re all. Ha war-lerc’h, pa vez arruet bras kwa, pa vez tost an eost, ar blantenn-se a ra 1m50, marsen muioc’h, neuzen uheloc’h din kwa.

Dre vras, evit ar gluten, gant ar gwinizh poulard, gwir eo, met dre vras gant an edoù kozh, ‘zo an neubeutoc’h gluten, ‘vez lâret. Met an neubeutoc’h, oaran ket, n’eo ket gwir evit tout an dra-se. Gwir eo evit an yell, an yell vihan, ‘vez graet deus-se e galleg « engrain » pe « petit épeautre ». Met n’eo ket memes gluten kwa, n’eo ket bet trañsformet. Hudu ‘vez kavet edoù nevez, a re-se ‘oa bet trañsformet, ha diaes eo da dreiñ ba’ hor c’horf kwa. Hag an edoù kozh n’eo ket memestra. Setu.

Ba’ Breizh ‘meump chañs da gaout un den a ra milin e-tal kichen, en tu all Loudeac aze, hag un den jentil-tre ouzpenn da se. Ha setu, ur vilin. Ha prenet ‘m eus dija ar mekanik evit ober toazennoù.

Ar gwinizh-se ‘blij din peogwir ‘oa ket lakaet ba’n douar amañ ba’ Kreiz Breizh. Ha setu, ‘m eus c’hoant d’o’r un dra nevez. Kalz toazennoù ‘vez graet peogwir e vo torsadennoù, kokietennoù, hag e vo tagliatennoù, ha c’hoant ‘m eus da lakaat un anv nevez : an tagliatell a vo « fiseloù », anvet « fiseloù » !

Geriaoueg :

un ed = une céréale
ar gwinizh = le blé
ar gwinizh kalet = le blé dur
kreskiñ = pousser
hadañ = semer
an eost = la récolte
follennoù = des feuilles
an yell bihan = le petit épeautre