Just e-kichen Karaez emaon hiriv, e Plounevezel. E darempred e oan gant Gweltaz abaoe un nebeud amzer dija rak reiñ a ra din sikour evit adskrivañ an atersadennoù war lec’hienn RKB ! O krouiñ un anaouder mouezh emgefre, « un système de reconnaissance vocale », evit ar yezh brezhoneg emañ zoken… Ha tout-se evit ar blijadur! Barrek-tre eo gant an urzhiataer… Met laouen eo memes koulz o vevañ trankilig, d’un doare simpl-tre e-kreiz an natur war e dachenn en un ti bihan savet gantañ. Ha diwar-benn peseurt plant a zo tro-dro dezhañ e vo komzet hiriv neuze ? Selaouit ‘ta !

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)

Geriaoueg :

ar balan = le genêt