E Mel-Pistin emaomp hiriv gant Bronwenn Pinschof. Anavezout a rit anezhi? Staliet eo ba’ Ti Feurm he familh gant ec’h embregerezh Legomaj. Hag emañ o vont da ginnig deomp unan deus al legumaj lakaet e go ganti. Rak, ya, ober a ra legumaj « lacto-fermenté »! Ha peseurt legumaj a vo hiriv neuze? An ach! Selaouit ta !

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre vouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ar gronikenn zo skignet d’al Lun tro 5e e-pad an abadenn « Avel em fenn ».

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)

Adskivet gant sikour Gweltaz Duval-Guennoc (mersi bras!) :

« 

C’hoant m’oa da gaozeal diwar-benn an ach, peogwir eo ma legumaj muiañ karet. Evidon eo ul legumaj un tamm burzhudus.
Se ‘m eus dizoloet pa oant studierez. Ur wech oan skuizh, m’oa ket debret peogwir e oan oc’h ober ur bern traoù, me oa barzh ur gevredigezh a aoze ur sizhunvezh evit kizidikaat eus an endro. Neuze n’em oa ket amzer da zebriñ, hag e oa ur penn ach barzh ma sac’h. Debret ‘m eus un tamm ha diouzhtu e oa startijenn en-dro ganin. Neuze e oa kalz gwelloc’h evit ar c’hafe hag e oan yac’h en-dro, setu.
En orin eo ur blantenn gouez a vounte ba’ lec’hioù gleb, an ach. Ha war-lerc’h eo bet dibabet an traoù evit ober unan evit ma vije gwrizioù brav, da zebriñ ar gwrizioù, hag unan all evit kaout delioù brav evit debriñ an delioù.
Me a ra an hini evit ar gwrizioù, met implij a ran memes tra an delioù ivez.
Gallout a rafent ober ar re espres-kaer evit kaout delioù bravoc’h, met me gav mat ivez delioù an ach evit ar gwrizioù.
Gwir eo n’eo ket aes gounid ach peogwir eo kizidik-tre ar mare gentañ diwanañ, ha ret eo kaout ul lec’h tomm a-walc’h hag eo bihan tout ar greun. Ret eo da gentañ lakaat barzh ur pod bras, gant douar skañv. Ha ret eo adplantañ ur wech evit dispartiañ anezhe, met c’hoazh gant douar skañv, ha war-lerc’h plantañ er maez.
Neuze ez eus daou viz a peu près. Haded e vez, ur miz war-lerc’h e vez adplantet, ur miz war-lerc’h e vez adplantet er maez
Hadañ a ran e miz Meurzh evit adplantañ ur wech kentañ e miz Ebrel ha lakaat er maez e miz Mae. Ya, fin miz Mae, penn kentañ miz Even.
Ha war-lerc’h er maez ivez ez eo kizidik a-walc’h peogwir n’eus ezhomm kalz a dour, hag un douar pinvidik ivez. Ma vank dour e chom stanket ha ne gresk ket brav, hag e chom bihan.
Kizidik a-walc’h eo deus ar skorn memes tra, neuze e lakan ur rouedad evit ma chomfe tommoc’h, evit ma vije ket taget gant ar skorn bihan. Ha ma vez skorn bras e rankan dastum ha lakaat e-barzh ul lec’h tommoc’h.
An ach a gavan mat-tre e-unan. N’eus ket ezhomm lakaat re a spisoù pe traoù giz-se neuze. Setu drailh a ran munud a-walc’h an ach, gant 1% holen ha lakaat en go e pad ur miz, barzh ur pod hep aer e-barzh. Ha setu goude ur miz eo prest ha moaien zo debriñ evit an digor pred evel-se pe mod « riboulat » evit ar re a blij dezho, gant un tamm maio. Met evidon gant eoul eo trawalc’h.
Neuze ‘m eus daou rekipe gant an ach : unan gant ar gwrizioù. Neuze deus ar c’houlz met e ran-se dreist-holl en nevez-hañv, neuze e lakan gant kignen gouez.
Hag a-hend-all e c’hallomp kaout an delioù barzh ar « coleslaw ». Neuze ur meskaj karotez, kaol, gant delioù ach.
Ha moaien zo kavout anezhe bar’ marc’had ganin. D’ar Meurzh ba’ Rostren diouzh beure, ha Benac’h diouzh noz, ha ba’ Bulad d’ar Gwener noz etre 4e ha 6e30.
Hag a-hend-all bar’ stalioù. A bep seurt stalioù bar’ vro kostez Rostren, Kallag pe betek Lannuon, setu. »

Geriaoueg :

an ach = le céleri
lakaat e go = lacto-fermenter