Hiriv emaomp gant Isabelle Regnault e Ti ar C’hoadoù er Chapel-Nevez. Deus Pleumeur-Bodou emañ met amañ e labour evel buhezourez natur. Ha peseurt plant ‘d eus dibabet da ginnig deomp neuze? Hum, hum, selaouit ta!

« Ur plantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn en abadenn Avel em fenn !

An atersadenn adskrivet :

(Ma ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe laouen ! He fostel dezhi zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h ! )

« Dibabet ‘m eus kaozeal diwar-benn al linad, a zo ma flantenn muiañ karet a-benn ar fin! Peogwir eo a-bouez, mil a-bouez, evit al loened, met evit ar Mab-den ivez. Ha dreist-holl peogwir eo fall he brud. Ha me, me vije c’hoant e vefe lakaet he brud vat da vont betek ar mor a-benn ar fin. Se zo kaoz ‘m eus dibabet al linad.

Eo a-bouez evit ar balafenned. Bez zo biskoul ne zebr nemet al linad. Ha neuze ma vije laoskel un tammig muioc’h al linad el liorzhoù, ma vije degemeret mat a-benn ar fin, e vije muioc’h ar balafenned, ha bravoc’h a vefe ar bed!

Tu zo implijout anezhi evit al liorzh evit druzañ an douar, evit sikour ar plant da greskiñ a-benn ar fin. Ivez a-enep ouzh kleñvejoù zo, pe ouzh al loenedigoù a zo torr-penn evel ar c’hwen-gwez a zo torr-penn-kenañ evit ar patatez, evit ur bern plant. A-benn ar fin, tu zo implijout, treuzfurmiñ, al linad dre hañvouez da skouer, lakaat barzh an dour, ha war-lerc’h lakaat barzh ar plant evit gwareziñ ‘ne.

Eo mat da zebriñ. Ur bern vitaminoù zo e-barzh, ur bern mein, an houarn evel-just, met ur bern traoù : magneziom, potasiom, kalsiom, ur bern traoù a zo e-barzh al linad. A-benn ar fin ma vije debret gant holl er bed, vije dibosupl mervel digant an naon. Bez’ zo kleñvejoù a vije posubl paerañ da skouer, da skouer ar c’hleñved « kwashiorkor » e broioù zo, ur c’hleñved grevus, evit ar vugale. Posubl vije pareañ ar c’hleñved-se gant al linad peogwir zo ur bern proteinoù e-barzh.

‘Vez ket graet ur saladenn gant linad, met posubl eo fardañ soubenn, ha posubl eo meskañ gant forzh peseurt legumaj. Ar gorzenn, non, vez implijet nemet an delioù. Evit ober ur pesto, a-bouez eo lakaat barzh an dour tomm, da verviñ ma karez, met barzh an dour tomm a zo a-walc’h a-benn ar fin. A-benn dindan ur vunutenn a zo a-walc’h. Ne vo ket flemmus ken. Peogwir, a-benn ar fin, e vo flastret pezh a zo flemmus. A-benn ar fin bez’ zo pikoù bihan bihan bihan bihan war an delienn hag a zo flemmus, ha flastret int diouzhtu pa vez lakaet barzh an dour tomm.

Ha bez’ zo un doare da zastum anezhe hep sizailhoù. Da skouer ma ‘z emaout oc’h ober un dro vale ha teus ezhomm da zebriñ pe da evañ un dra bennak, n’ eus ket startijenn ganit, teus nemet da gemer gant an daouarn an delioù a zo e penn ar plant en ur dastum an delioù war an tu-gin. Ha ne vo ket flemmus. War-lerc’h teus nemet da blegañ meur a wech an delienn, ha debriñ anezho, ha ne vo ket flemmus tamm ebet. Hag an dra-se a lak un taol startijenn. Pa vezez oc’h ober un dro vale, an dra-se zo talvoudus-tre, hag efedus me lâr dit! Ret eo ober taolioù esae a-benn ar fin! Ha ‘vo ket dipitet me lâr dit, ha startijenn a vo ganeoc’h war-lerc’h! »

Geriaoueg :

al linad = l’ortie
ar balafenn = les papillons
ar biskoul = les chenilles
druzañ = fertiliser
ar c’hwen-gwez = puceron
hañvouez = purin
mein = minéraux / pierre
houarn = fer
ar gorzenn = la tige
berviñ = bouillir
flemmus = piquant
flastrañ = s’écraser
an tu-gin = à l’envers
plegañ = plier